letras.top
a b c d e f g h i j k l m n o p q r s t u v w x y z 0 1 2 3 4 5 6 7 8 9 #

letra de stok ouzh an enez - alan stivell

Loading...

pep-hini bremañ a rank chom mut
na c’h–rzh na c’harm
na trouz, mar plij, pep-hini!
ne vo ket tizhet an enez ma venn da bep-hini balbouzat ;
arabat dihuniñ ar gwrac’hed
ken kizidik a hun
da be vad merdeiñ ken pell all
ma’z eo ret mont d’ar strad ouz genou an aber ?
sellit
hag e oa ken glas-se ar gwez en hoc’h huñvre ?
ha c’hoazh dindan ar man e sourr
dourioù kuzh
klevit
met ne larit mann

marteze vo ret dilestrañ e donvor
ha mont war neuiñ
daveti ;
marteze vo ret mat neuial
davet an enez
en noz :
ne vo stourm ‘met etre hor c’horfoù hag ar mor
ne vo klevet met tarzh ar mor war an aod
luskellerzeh, luskellerzeh
mar plij, mar plij
arabat dihun ar gwrac’hed !

ne vo klevet met trouzig hon treid
war an traezh
ha kri ha skreved

hag an enez vo deomp
marteze

letras aleatórias

MAIS ACESSADOS

Loading...