letras.top
a b c d e f g h i j k l m n o p q r s t u v w x y z 0 1 2 3 4 5 6 7 8 9 #

letra de e-tal ar groaz - alan stivell

Loading...

e-tal ar groaz
dirak ar c’hrist maen en noazh
seizh arched saprenn
zo tremenet er wenodenn

seizh arched saprenn
bleniet gant an ankou didruez
seizh arched saprenn nevez
0 deus kuitaet ar gêriadenn-mañ
dindan barradoù sklas ar goañv
‘vit bered ar barrez

seizh maouez kozh, kabac’h ha dizant
er goañv-mañ a zo maro
ha torret eo bremañ ganto
e seizh ti-plouz a gêrnevez
ar walenn aour, gwalenn ar yezh
ar walenn aour a unane
kalonoù nevez
ar vugale
ouzh kalonoù ar re gozh

torret eo ar walenn aour
torret eo ar walenn
ar chadenn vurzhudus
a eree an amzer-vremañ
ouzh pellder
an amzer dremenet

seizh maouez kozh a zo maro
seizh maouez a vire, ganto
soublet war flammoù uhel an oaled
spered
kened
ha yezh an tadoù

seizh arched prenn
dirak ar c’hrist maen
ha ganto eo aet da hesk
eienenn fresk
awen
ar ouenn

e kêrnevez
war c’hlannoù glas al lenn
a-hed ar bodoù kelvez
ne vo mui klevet bremañ
nemet
yezh
an estren

evel-hen e kane jakou kerloaz
dirak ar c’hrist maen en noazh
e-tal ar groaz

letras aleatórias

MAIS ACESSADOS

Loading...