letras.top
a b c d e f g h i j k l m n o p q r s t u v w x y z 0 1 2 3 4 5 6 7 8 9 #

letra de daoulagad kloz - tri bleiz die

Loading...

bemdez, red an amzer, ma c’harantez
ha ma sonjoù teñval ha ma spioù ivez
bemnoz, an amzer a dremen diyoul
hag a spluj ac’hanon un tamm muioc’h ‘barzh an toull
bemdez, bemdez, glav ‘ra, ma c’harantez
feiz ma buhez, em fenn hag em c’halon ivez
bemnoz, daeroù tomm a ruilh war ma dremm
daoulagad kloz, ‘m eus soñj eus ni hon-daou
pa valeemp, asambles en ailhenn
miz ebrel, skoaz ouzh skoaz an eil
hag eben, dinec’h ha disoursi
er straedoù gleborek ‘oa o c’hwezhañ ‘r velkoni

er gouloù bleiz, ma-unan en amc’houloù
souchet en ur gorn o c’hedal fin an deiz
hunvreal ‘ran e treuzen ar mogerioù
didrouz evel un tasmant en deñvalijenn
hunvreal ‘ran e lezan nijal ma ene kignet ‘vel un tan-noz
diouzh ma bez yen, lec’h ma vrein ma c’horf-eskern
penaos an diaoul, penaos ober ‘vit mont er-maez
eus ma c’haoued anez en ur soñjal eus ni hon-daou
pa valeemp, asambles e tommder
miz-even, skoaz ouzh skoaz an eil
hag eben, dinec’h ha disoursi
diarc’hen war un draezhenn didud en euskadi

kablus on da embann, ma c’harantez
mennozhioù disp-c’hus ha disivoud
eus an diavaez, ne viran, ma c’harantez
netra ‘met ton ur c’han kozh a stourm a ganes hep gouzout
e valeemp, skoaz ouzh skoaz an eil
hag eben, ‘vit ar wech diwezhañ
asambles, dinec’h ha disoursi
a-raok ma voe laeret ar frankiz diganin

letras aleatórias

MAIS ACESSADOS

Loading...