letra de mizioù du - gwennyn
[kentañ strofad]
e serr an noz
speredoù troidell
heklev en avel
hiraezh divent
son veuziñ er bed
o voudal bepred
[diskan]
un deiz ‘teuy soñj din deus ton orin ar bed ?
hag e tamwelin ar spi war gribenn ma enkrez ?
un deiz ‘teuio an nevez-amzer
er glazvez ‘kavin ma liv karet
kanañ a-unvan gant ar golvaned
ha stoliañ ‘maez ma gwallsoñjoù foll
[eil strofad]
pigos ar glav
o tiruilhañ en noz :
taboulin brezhon
er seizh avel
stlabezet eo va feiz
er goañv didermen
[diskan]
un deiz ‘teuy soñj din deus ton orin ar bed ?
hag e tamwelin ar spi war gribenn ma enkrez ?
un deiz ‘teuio an nevez-amzer
er glazvez ‘kavin ma liv karet
kanañ a-unvan gant ar golvaned
ha stoliañ ‘maez ma gwallsoñjoù foll
un deiz ‘teuio an nevez-amzer
er glazvez ‘kavin ma liv karet
kanañ a-unvan gant ar golvaned
ha stoliañ ‘maez ma gwallsoñjoù foll
[klozadur]
un deiz ‘teuio an nevez-amzer
er glazvez ‘kavin ma liv karet
kanañ a-unvan gant ar golvaned
ha stoliañ ‘maez ma gwallsoñjoù foll
‘teuio un amzer nevez
er glazvez ‘kavin ma liv karet
kanañ a-unvan gant ar golvaned
‘benn disoñjal ma devezhioù kollet
o gwallsoñjoù foll
letras aleatórias
- letra de amen [double ₳ 'from the bay' remix] [mixed] - drake
- letra de goddamn - sybyr
- letra de между (between) - franchise2, spadegocrazy & childchewer
- letra de по ту сторону ##гость - bluetoothgod
- letra de simplekiller (простой убийца) - vladisent, swkillme
- letra de can't stop me now - derek minor
- letra de merkurius - delam, evan wiratama, heidy pahlevi
- letra de pashmam - farbod vulture
- letra de ena - enarukiri
- letra de artificial flavour - joshua (au)