letras.top
a b c d e f g h i j k l m n o p q r s t u v w x y z 0 1 2 3 4 5 6 7 8 9 #

letra de an alc'hwez aour - gwennyn

Loading...

[verse 1]
me an’vez ur c’hastell
savet ‘kreiz ar c’hoadoù
‘zo kuzhet en e dourell
ar c’haerañ teñzorioù

prenn e chom an nor
an alc’hwez aour kollet
taolet ‘bet er mor

[refrain]
en ur c’hastell
kuzhet en dourell
ar c’haerañ teñzor
taolet er mor
gant tud diskiant
an alc’hwez aour

[verse 2]
gant un alc’hwez estren
‘zo klasket he digor
met bepred ‘chomet prenn
ret eo kaout an alc’hwez aour

teñzor, ijin ar ouenn
barzhaz ha lennegezh
kuzhet da viken
[verse 3]
kelted dispont ha taer
o deus splujet er mor
ha kavet an alc’hwez kaer
digor dor an teñzor

hag holl deñzorioù breizh
‘zo dispak er c’hastell
gant alc’hwez ar yezh

[refrain]
en ur c’hastell
kuzhet en dourell
ar chaerañ teñzor
taolet er mor
gant tud diskiant
an alc’hwez aour

letras aleatórias

MAIS ACESSADOS

Loading...