letras.top
a b c d e f g h i j k l m n o p q r s t u v w x y z 0 1 2 3 4 5 6 7 8 9 #

letra de ar plac'h a garan me - gilles servat

Loading...

ar plac’h a garan me
en disheol pa vale
he sked tener ha sklaer
a c’houlaou tu gin ar gez
ha kleùet ‘ vez frondoù distan
ha n’int ket bet kleùet biskoazh
frondoù ha n’eus ket anezhe
ar plac’h a garan pa vale

ar plac’h a garan me
en nozvezh pa vale
stered splann a ziskenn
war c’horre sioul ar ster
stered aour stered argant
ha n’int ket bet gwelet biskoazh
stered ha n’eus ket anezhe
ar plac’h a garan pa vale

ar plac’h a garan me
e miz du pa vale
bleunioù dispar a c’hol
barr an avalegi
en-dro dezhi tud brav a zañs
ha n’int ket bet gwelet biskoazh
tud brav ha n’eus ket anezhe
ar plac’h a garan pa vale

ar plac’h a garan me
war an traezh pa vale
ar mor bet dichalet
beteg he zroad e teu
ha kleùet vez merc’hed a gan
ha n’int ket bet kleùet biskoazh
merc’hed ha n’eus ket anezhe
ar plac’h a garan pa vale

letras aleatórias

MAIS ACESSADOS

Loading...