letras.top
a b c d e f g h i j k l m n o p q r s t u v w x y z 0 1 2 3 4 5 6 7 8 9 #

letra de redadeg - ev (band)

Loading...

me a zo aet da bourmen e kostez bro-gembre
me a zo aet da gantreal en tu all d’ar mor don
chomet on da gaozeal gant elerc’h bro-iwerzhon
dianket em eus va botoù-ier evit mont a-dreuz ar c’hoad
n’emaon ket pell diouzh al loar rak me a chom war an douar…

ur redadeg eo ar vuhez
un nozvez-hir e pleg ar mor
ur sarpant-nij er gorventenn
me a zo staget ouzh ur fuzeen
se a ya fall

war barlenn ar prenestr laboused o kanañ
o kanañ a-bouez-penn miliadoù a levioù
a zo d’ober me ho ped savit ‘ ta evit mont abred
abretoc’h abretan e savin evit peadra
n’eus ket tu da dermal n’am eus ket amzer da goll

lakaet em eus va anorak
ankounac’haet em eus va fri-lien
kollet em eus va manegoù
pelec’h emañ va c’hasketenn
e mod-se emañ an traoù arabat pennfolliñ
kollet em eus div nozelenn va serr-prim o vont a-dreuz
stlabezet a bep tu ne gavin ket va alc’hwezhioù

letras aleatórias

MAIS ACESSADOS

Loading...