
letra de al laer mor - eric le lann
Loading...
e taol-amzer enez sun
me a laero doenn-vor an oabl
e molenez e miz gwengolo
he foan e lusenn du an heol
tapañ ′rin kan gwad an houl
etre reier enez eusa
me e lein tour-tan kereon
‘h in da veuziñ va aon en eon
digant skrev an aod, div askell
en inizi glenan am bo
hag hatoup a in da zevel
va huñvre war zu ar mor-bihan
er guerveur e kisellin va c′halon
etre yann ha chan ar vein
mouez ar barzh hag e damm groaz
en enez groe e kemerin c’hoazh
ha setu gwisket en noaz
gant tantad va c’harantez vor
diwar laez tornaod va eñvor
me a gano uhel ha braz
setu livet gant glasted an ton
ha spoum gwenn an amzer diroll
′h in da drezañ evid an holl
hent an distro en avalon
letras aleatórias
- letra de dysphoria - nazli mcfian
- letra de feminism (woke) - period tears
- letra de juste un détail - tss
- letra de not the one - besomorph
- letra de pusuvar - xpert
- letra de drown - ねんね (nenne)
- letra de hightech - tarkov lee
- letra de give thanks - enrichment
- letra de ukhalelani - fezeka dlamini
- letra de sans peines - bende